Sizhun ar radio – 2 – Radio Abejas ar Chiapas

Un abadenn ispisial enrollet e Acteal er Chiapas gant Kadvael ha Jos, daou vreizhat aet da veajiñ du-hont.
En darempred emaint gant ar gevredigezh ESPERANZA CHIAPAS, lañset nevez ‘zo ganti ar raktres da sevel ur radio kumuniezhel e yezh Tzotzil : RADIO ABEJAS. Emaoc’h o vont da glevet an abadenn gentañ savet ganti e brezhoneg. Kaoz a vo dreist-holl deus lazhadeg Acteal, c’hoarvezhet 18 vloaz ‘zo, d’an 22 a viz Kerzu 1997.
E eil lodenn an abadenn e vo klevet Céline Soun deus ar gevredigezh LA OBRA staliet e Douarnenez hag a labour ivez e Ixcan er Guatemala. Anavezout a ra mat Acteal ha stad an traoù du-hont. Savet eo bet an abadenn gant Brieg Moal.

Pellgargañ an abadenn

Sizhun ar radio

Devezh etrebroadel ar radioioù eo an 13 a viz C’hwevrer. War Radio Kerne ha Radio Naoned e lidomp ar radioioù en un heuliadenn abadennoù, dielloù ha krouidigezhioù nevez. Istor ar radioioù kevredigezhel, Radio Chiapas, Radio ar C’hap, 20 vloaz Radio Kerne hag ar radio e Bro Naoned, setu 5 abadenn a ro enor d’ar son ha d’ar gwagennoù.

Sizhun ar radio – 1 – ar radioioù libr

Radio Londres, Radio Karrigel, Radio Caroline, Radio Kimerc’h, Radio Plogoff, engravet eo an anvioù-se e pennoù an dud. Ur media pouezus eo ar radio.

Hep lezenn an 9 a viz du 1981, ne vefe ket hiziv deus Radio Kerne, Radio Naoned, Arvorig fm , RKB pe RBG, na deus Skyrock pe NRJ.
Un deiz ha bloaz mil bouezhus neuze. Un heuliad diskouarn o nijal a ginnigin deoc’h neuze diwar benn ar sujet mañ.

Asambles e vimp gant Stefan Moal, kelenner e skol veur Roazhon 2 bet skrivet e dezenn diwar benn ar mediaioù e bzg.

Pellgargañ an abadenn