FLIK HA FOLK #11

Demat deoc’h holl selaouerien Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn e selaouit pizh bep Yaou pe bep Sul pa ne oarit ket petra ober pa n’emañ ket brav an amzer er-maez, an abadenn Flik-ha-Folk, hoc’h abadenn  sonerezh blues, bluegrass ha folk !
An Diskar-Amzer a zo erruet, an Hañv ne vo ket pell, neuze eo poent distreiñ dindan ar plaidoù, evañ un tasad chokolad gant laezh ha selaou sonerezh ha tonioù a-feson.
Evit en 11vet abadenn e vo kinniget deoc’h ur meskaj deus un tamm pep lec’h.
Prest da veajiñ e Bed ar folk, ar blues pe ar bluegrass ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !


Pellgargañ

Ar media SPLANN er skolaj !

En em gavet eo Juliette Cabaço Roger ha Gwenvaël Delanoë e Skolaj Diwan 44 evit un abardaevezh eskemm gant ar skolajidi. 
Un digarez brav da lakaat un tokarn war hon divskouarn ha da gemer mikroioù.
Setu neuze un abadennig dindan stumm un atersadenn savet gant klasad pevare (hag un nebeud tredeidi)  deus ar skolaj. 
Lakaet e vo ar gaoz kement war ar vicher kazetenner-ez, war ar media enklask Splann !, ha war an teuliad savet ganto diwar-benn an amoniak e Breizh.

Trugarez da Juliette ha Gwenvaël evit bezañ deuet betek Naoned !

Pellgargañ