N’eo ket na re sklaer na re deñval krouadennoù ha miksoù Lou Berlinger. Koulskoude o deus dassonioù an hiraezh hag ar velkoni a-drugarez d’he levezon er minimale pe en teckno. Goude bezañ bet embannet daou EP e Arc’hantina « So warm » da gentañ gant al label Monet Records ha « Darkness Also Matters » asambles gant Microefera war Holographic Records, e krog gant un droiad en Europa. D’ar mare-se e vo pedet da seniñ e Live er Wilde Renate e Berlin, er Batofar e Pariz hag en Iboat e Bourdel. Distroet da Vro-C’hall e 2016 en em stalio e Pariz da gentañ hag e Naoned da c’houde. Aze e cheñcho penn d’ar vazh ! Dilezet he doare seniñ hag e raktresoù evit mont war-zu an Dub Tekno. Pe e live gant he mekanikoù pe o viksañ e plij da Lou seniñ tonioù bout a heklev, dronioù froumus, ha padoù silet. Lakaat a ra hec’h arvesterien hag hec’h arvesterezed da flodiñ ha da veajiñ. Da belec’h ? Homañ hepken a oar.
A-benn miz Meurzh e vo eus an dilennadegoù-kêr e Bro-Frañs.
E Sant-Ervlan e vo tri strollad war ar renk : an Aotrou Maer e plas Bertrand Affilé (PS), Matthieu Annereau (LREM) ha Jean-François Tallio eus strollad Ar Re C’hlas. Meur a strollad a zo e skipailh Jean-François Tallio :
Saint-Herblain Ville Bretonne, Ensemble Saint-Herblain autrement, Saint-herblain à gauche toute, La France Insoumise, Unvaniezh Demokratel Breizh, Europe Ecologies Les Verts ha Génération Ecologies.
Céline Bruneau ha Solenn Pedron a zo e-touez ar re o deus krouet ar strollad « Saint-Herblain, ville Bretonne ».
Sant-Ervlan Boutin (1) Tamm-ha-tamm o deus skoulmet emglevioù gant listenn Jean-François Tallio : Sant-Ervlan Boutin / Saint-Herblain en Commun. Céline Bruneau a gont un tammig hiroc’h deomp.
Sant-Ervlan Boutin (2) Souten ar skolioù divyezhek ha Diwan (forfedoù roet gant ar gumun evit an holl skolidi deus Sant-Ervlan o vezañ skoliataet e Naoned Meurgêr + Kinnig d’ar skoazellerien pe skoazellerezed nann-vrezhoneger·ez ur stummadur war ar brezhoneg…)
Sant-Ervlan Boutin (3) Reiñ un taol sikour ouzhpenn da greizenn Yezhoù ha Sevenadur sed aze ar pezh ‘vez kinniget gant ar strollad. Céline Bruneau a zispleg deomp hiroc’h.
Sant-Ervlan Boutin (4) 10 vloaz e oa bet sinet karta Ya d’ar Brezhoneg gant ti-kêr St-Ervlan… Un digarez da welet gant Solenn Pedron hag a zo bet e-touez an dilennidi er c’huzul-kêr an araokadennoù graet ganto da-geñver ar brezhoneg.
Kalzig a radioioù kevredigezhel a zo pe a zo bet e Naoned ! Ha n’eo ket bet gortozet krouadur Radio Naoned evit skignañ brezhoneg war gwagennoù kêr Anna Vreizh.
Yves Averty ‘neus bet tro da labourat e radioioù morlaer koulz hag e radioioù kevredigezhel hag a zo bev c’hoazh an deiz a hiziv. Kontañ a ra deomp e avañturioù e Radio Libre 44, CFM 94.8, Turbulence FM, PRUN, Radio Atlantique, Radio Sud Loire, Jet FM hag Alternantes FM.
Klevet e vo ivez Bleuenn Raynaudon-Kerzhero ha Hoel Mahé. Int a splujo en o eñvorennoù don p’o doa lusket abadenn Kazh-Gwenn e fin ar bloavezhioù 1990. Bugale skol Diwan Naoned e oant pa oa bet sevenet un heuliad abadennoù war Jet FM, asambles gant o c’helenner Jerald Ar Go.