Marianne ‘vo gant Kami Toulhoat edukatourez e Lyon dre Skype, Laetitia ‘neus bet tro enrollañ he zamm preder er gêr gant he enroller, Lou ha Melaine o deus eskemmet hag enrollet o c’hronikenn dre skype ha Morgane zo gant he mikro bihan en he burev er gêr gant he chosonioù hag he banne kafe.
Bac’het en ti skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned met ganeoc’h c’hwi a zo ivez o labourat deus a bell, oc’h ober war dro ho pugale, hag a zo war an hentoù, en ospitalioù pe er stalioù.
Bac’het en ti
An abadenn nevez gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned, Bac’het en ti, abadenn ar c’henfinañ, hag Adkroget ganti, anv nevez an abadenn adalek an 11 a viz Mae.
Serret eo studioioù Radio Kerne ha Radio Naoned met dalc’het hon eus da eskemm etrezomp dre Skype ha Discord, eskemmet hon ‘neus kantadoù a jifoù hag omp en em aozet evit gellet adober un abadenn pemdeziek, pep hini deus e du gant an dafar a c’hellemp staliañ er gêr. Kalite ar son ne vo ket ken uhel anat deoc’h met a-drugarez d’an teknologiezhioù hiniennel a zo a galite uheloc’h uhelañ e c’hellimp kinnig deoc’h atersadennoù, kronikennoù ha titouroù a-bep seurt en hantereurvezh abadenn-mañ.
Istor Breizh gant Visant Roue
Alies e kroger da gomz diwar-benn ar Vretoned p’en em gavont da Arvorig. Met un istor hir ‘zo bet a-raok. Alese ar goulenn-mañ : adalek pegoulz ez eus anv eus Breizh en istor ?
Ar bezhin glas gant Laorañs Garcia
Ar bezhin glas, setu eus ‘pezh ‘vo kaoz er gronikenn-mañ.
N’eus ket pell ‘zo e oa bet embannet ur vandenn-dreset savet gant Pierre Van Hove ha skrivet gant ur gazetennerez dizalc’h, Inès Léraud, anvet “Algues vertes, Histoire interdite”. E-pad daou vloaz he deus enklasket Inès Léraud war an danvez-mañ : Penaos eo bet marvet an dud hag al loened war an traezh ? Deus pelec’h e teu ar bezhin-glas-se ? Perak ne ra kazi netra den ebet ? Ouzh kalz tud vut he deus kejet. Un afer rividik eo.