En abadenn-se e vo kaoz eus an aferioù poezon e-kerzh ren ar Roue Loeiz 14. Estreget un afer a zo met div afer a-benn ar fin, etre 1666 ha 1682.
D’ar mare-se e oa Bro-C’hall ur vro gaer-meurbet e-touez broioù all Europa ; ur bern brezelioù a oa bet gounezet. Piv ‘ta neuze a c’halle ijinañ e oa, er vro-se, ur rouedad vras a sorserien pe a veleien satanek hag a aoze oferennoù du pe aberzhioù tud ? Den ebet !
Gwashoc’h c’hoazh ! Ar bobl, divouezh, a zo kelaouet eus un dra spontus : an dorfedourien hag an ampoezonerezed a zo tost-tre da Roue An Heol, Loeiz XIV.
Kontet ‘vo deoc’h en abadenn-se neuze unan eus brasañ droukskouerioù, skandalioù ma faot deoc’h, Istor Frañs.
Bac’het en ti #20
Bac’het en ti, an abadenn graet deus saloñsioù Radio Kerne ha Radio Naoned.
Yvonne Derrien, en he 80 vloaz, diwar-benn he buhez ‘pad an dispell.
Tangi Manac’h, prezidant Yezhoù ha sevenadur, ar greizenn sevenadurel : penaos digeriñ ar greizenn en-dro.
Tudi Kreker, kazetenner e France Bleu Breizh Izel, ha plas ar brezhoneg er radio.
Touristerezh goude ar c’hovid-19
Distaoladeg evit ar gouarnamant.
Un abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé, pennadoù-koaz ha kronikennoù gant Benjamin Bouard, Melaine Looten, Tunvezh wGloagen-Grandjean ha Laetitia Fitamant.
Bac’het en ti #19
Bac’het en ti, an abadenn graet deus ar gêr gant Radio Kerne ha Radio Naoned !
Tudi Kreker, kazetenner e France Bleu Breizh Izel, diwar-benn plas ar brezhoneg er radio da vare ar c’hleñved-red.
Taran Carluer, studier e skol-veur Brest : penaos ‘vez bevet an dispell gant ar studierien.
Bac’het en ti #18
Bac’het en ti, an abadenn graet deus salonsioù Radio Kerne ha Radio Naoned.
Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper, war penaos aozañ an distro er skolaj adalek an 18 a viz Mae.
Ar vicher skoazeller.ez prederour.
Titouroù pleustrek an dispell e fin an abadenn.