Setu daou bried yaouank oc’h echuin da goaniañ. Tro piv eo torchañ al listri ? N’emaint ket a-du. Neuze e tivizont e vo d’an hini a gomzo ar c’hentañ d’ober al labour. Nebeut a dra eo ? N’eo ket sur !
Arc’hant an hini kozh
Madoù an hini kozh zo bet rannet etre e vugale. Chom a ra e ti e verc’h a ra war e dro. An amzer a dro hag he merc’h aet skuizh gantañ a grog da vezañ displijus. Petra ober ?
An hini gozh digroc’henet
Ur vamm a vir er gêr ur verc’h divalav-tre. Un deiz e tremen dirak o zi mab ar roue.
Yann en deus ur vuoc’h. An Aotroù a lazh e vuoc’h. Ha spontus eo evit Yann ? N’eo ket, Yann ‘zo un den laouen e spered. Kemer a ray plijadur o c’hoari troioù d’ar mestr, hag erfin e vo pinvidikoc’h eget ma oa a-raok bezan kollet e vuoc’h.
Bac’het en ti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
Ar skolaer Kaou Dono diwar-benn an distro-skol aterset gant Benjamin Bouard.
Mael Gwenneg rener-programmoù e brezhoneg e Frañs 3 diwar-benn ar prizioù hag ar chenchamantoù e FR3 ‘blam d’ar c’hovid 19. Un atersadenn graet gant Tunvezh Wlagen-Granjean
Un tamm bruderezh diwar-benn ar gevredigezh “Restachoù Mad” e Plozevet gant Benjamin.
Ar soner Michel Toutous, a gemer perzh e-barzh ur film savet gant Phillippe Guilloux diwar-benn an dañs-tro. Un atersadenn graet gant Tomaz Laken.
An embregerezhioù VS ar Stadoù gant Laeticia Fitamant
Keleier gant Neven Penneg