Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
Tangi Louarn, deus Kevre Breizh, diwar-benn ar gwallziforc’h yezh e-pad ar c’hleñved-red kovid-19.
Gireg ar Gevel, skolaer ha rener skol Diwan Sant-Ervlan, ‘neus serret e skol en-dro.
Laetitia Fitamant : nouilhez vs toazennoù.
Liam ‘zo ur c’houer eus Bro-Iwerzhon ne glask ket pemp troad d’ar maout. Evel ma teu e teu. Neuze pa ginnig un den prenañ un donennad ed da briz uhelan marc’had Galiv ez a war-eeun d’al lec’h roet dezhañ. Aze e kej gant ur bagad paotredigoù seven ha labourant, met ar pezh a c’hoarvezo da heul ‘vo iskis memes tra.
Adkroget ganti, an abadenn savet asambles gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
Kentelioù an noz, ar gevredigezh stummañ war ar brezhoneg e Sant Ervlan a zo o kregiñ dousig en-dro. Liza Jakez-Vargas e-karg deus ar c’helenn ha Tara Adeux, kenurzhierez, a vo ouzh mirko Marianne Vaidie.
Parcousup ‘neus roet an disoc’hoù mil gortozet dimeurzh tremenet, div liseadez hag ul lisead deus Diwan Karaez zo bet aterset gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.
Laetitia Fitamant : al liamm etre ar boan hag an hueg.