A bep seurt c’hoarioù video kinniget deoc’h gant Gwenn Meynier.
Sonerezh an istor
Demat deoc’h d’an holl (amañ Laorañs) Spi ‘m eus eo brav ar vuhez ganeoc’h ha gant ho familhoù pe vignoned.
Degemer mat en abadenn Teñzor an Istor, an abadenn gouestlet d’an Istor dre vras.
Hiziv, evit an 12vet abadenn (ya, 12, dija) e vo selaouet ouzh kalz tonioù sonerezh rak an tem a vo ar c’hanaouennoù gouestlet d’un darvoud pouezus en Istor.
Evel-just ez eus ur bern tonioù peogwir e vez un dra a-bouez hag a servij kalz a-benn kontañ an darvoud erruet met ivez evit digeriñ speredoù an dud pe lakaat anezho da gompren perak e oa pouezus ar fed istorel kanet.
Dibabet ‘m eus 5 ton (peogwir e oa rediet dibab mod-all e pado ur sizhun a-bezh an abadenn-se…).
Ganto e vimp degaset e Bro-Alamagn, e Bro-Japan, e Su-Afrika, amañ e Breizh hag e Bro-Amerika evit echuiñ.
Beajomp en Istor dre ar c’han !
Livaj-dremm ar maouezed !
Hiziv, evit an 11vet abadenn, e vo komzet deus un dañvez pouezus-kenañ e-pad ar Renadur-Amzer : al livajoù, ar fardoù, ar poultroù evit ar maouezed.
Er mare-se e voe eus ur gened nevez a vesk produioù ijinet, gant artifisoù hag implijout anezho her ma c’hallen : ar perukenoù leun a boultroù, ar c’helien du, ar fardoù hag all…
D’ar mare-se eo ivez e veze komzet eus maquillage met ur ger-gwashaat eo rak ar verb maquiller a oa implijet evit truchal, evit trompañ er c’hoarioù kartennoù
Dizoloomp neuze ar produioù implijet war korfoù an Noblañs er palezioù !
FLIK HA FOLK #14
Demat deoc’h-c’hwi, holl selaouerien Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn Flik-ha-folk a selaouit bep Yaou pe bep Sul o tañsal, o flapaat gant ho amzeien pe o c’hoari paledoù giz Breizh . Setu neuze ho abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk !
En abadenn-se e vo selaouet ouzh tonioù a bep seurt : un tamm blues, un tamm bluegrass hag un tamm folk. Ur meskaj neuze !
Prest da veajiñ e Bed ar sonerezh ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !
Da selaou en abadenn :
1- Creedence, Clearwater Revival – Graveyard Train
2- Alison Kraus and Union Station – Every time you say goodbye
3- John Lyons – cry
4- RL Burnside – See my jumper hanging on the line
5- Karen Dalton – Something on your mind