En abadenn-mañ e vo kaoz eus un arz kavet er-maez, e straedoù Norzh Iwerzhon, da lâret eo ar mogerioù livet, the murals e saozneg. Ha degemeret e vo Marianne a gomzo deomp eus ul levr, an istor a dremen e Norzh Iwerzhon e-pad ar bec’h hag a blij kalz dezhi : Mon traître skrivet gant ar c’hazetenner Sorj Chalandon.
Degemer mat e Bro-Iwerzhon neuze !
Distro ar bleunioù
Bez e oa ur vro hep bleunioù. Bez e oa anezho en istorioù met hag e oa anezho evit gwir ? Ur paotr bamet dirak kened bleunioù an istorioù a ya d’ o c’hlask. Nyanya
Nyanya he deus ur breur bihan seizet. Ober a ra pep tra evitañ, hogen un deiz e timez hag e lez he breur e-unan-penn. Petra a c’hoarvezo ganto ?
Emañ Amazon o tiorren e labour un tamm pep lec’h e Bro-Frañs. E kreisteiz Liger-Atlantel ez eus ur raktres sevel ur savadur 185 000 m² da zegemer ramz an dasparzhañ dafar.
Ganet ez eus ur c’henstroll nevez e Montreverzh da dalañ ouzh raktres Amazon. ANINA : Amazon Ni Ici Ni Ailleur en doa galvet da vanifestiñ disadorn da 2 eur evit ma ne vo ket savet savadurioù Amazon e su Breizh. Nag e lec’h all !
Emmanuelle Herbet ‘zo o chom e Montreverzh ar gumun m’emañ Amazon e soñj en em staliañ enni. Displegañ a ra ouzh mikro Melaine perak emañ a-enep ar raktres-mañ.
Raktres pennañ an atalieroù radio gant ar skolajidi hag ar skolajadezed a oa krouiñ un abadenn diwar-benn an ingalded paotr/plac’h.
Ha deuet int a-benn da ginnig deoc’h abadennoù deus ar c’hentañ.
Gourc’hemennoù dezho !
Evit an abadenn gentañ hon eus plijadur o selaou, Loeiza, Enora ha Dewi ezel deus planning familh Montroulez.
Maouezed brudet a vo klevet ivez, evel Louise Michel hag Anjela Davis.
Animatourien·ezed : Mila, Yuna hag Ambre
Atersadennoù izili ar planning familh kaset da benn gant Amaia, Loann, Ethan ha Mila.
Atersadenn Louise Michel : Ambre ha Yuna
Atersadenn Anjela Davis : Amaia ha Loann
Maiwenn ha Bleuenn a ginnig deoc’h ar ganaouenn SLT kanet gant Suzanne.
Noah ha Damien a ginnig deoc’h Rebell Girl gant ar strollad punk Bikini Kill.
Trugarez da Enora, Loeiza ha Dewi evit o amzer gouestlet d’ar skolajidi ha d’ar skolajadezed.