Gwelatz Adeux a zo en ur raktres nevez anvet B.R.E.T.O.N.S ha n’emañ ket e-unan. Gant ar strolladoù The Kervegan’s, Digresk, izili eus Soldat Louis, pe c’hoazh ar strollad Armens o deus prientet un arvest eus ar c’hentañ. An tonioù brudetañ eus ar strolladoù a vo sonet ganto met ivez tonioù AC/DC pe c’hoazh Dropkick Murphy’s ha souezhadennoù a vo evel-just.
Deomp ur wech all war-zu ar Geltia ha bro-Iwerzhon war roudoù ar strollad eus Dullen LANKUM. Klevet e vo tonioù ganto (The Wild Rover, Sergeant William Bailey, Hunting the wren), un ton gant o strollad kozh LYNCHED (Off and runing), ur ganerez a blij din kalz LISA O’NEIILL (Rock the machine, Hunting the wren), ar c’han ganti ha gant ezel Lankum RADIE PEAT (Factory Girl), ar c’houplad merc’hed VARO (As I roved ou), ar c’houplad paotred YE VAGABONDS (The foggy dew), hag evit kregin gant levenez THE POGUES.
Lec’hiet etre Frozieg (Frossay) ha Sant-Widel-Skovrid (Saint-Viaud), ar C’harned (Le Carnet) a zo un dachenn hag a zo bet dibabet gant porzh Naoned-Sant-Nazer evit sevel ul lec’h eko-teknologel war 110 hektarad ha 51 hektarad a takad-gleborek en o zouez.
A-enep ar raktres ar strollegezh Stop Carnet a zo o stourm dibaoe ar penn-kentañ o aozan manifestadegoù pe darvoudoù a bep seurt.
Stourmerien ha stourmerezed o deus divizet d’en em staliañ war al lec’h ha sevel ur Zad.
Kazarn en eus kemeret perzh, displeg a ra hiroc’h da Marianne Vaidie.
Ar priñs na felle ket dezhañ eus ur vaouez niaset
Ur priñs, chaseour ampart, ne fell ket dezhañ eus ur vaouez niaset (arasklet) evel merc’hed e gêriadenn. Un deiz e teu eus ar strouezh un estrañjourez he c’hroc’hen flour. Taol skoaz ar ginarou.
Sabounyouma a ziviz ober e bark eus ur strouezhenn a oa d’ar ginaryi, tudennoù hud kornog Afrika. Skoazellet e vo ganto e kement a ray. Siwazh dezhañ !