Marcuccio ha Parmiero, an daou vreur, en em gav dre hentoù disheñvel e rouantelezh Prad Meur. Pep hini a ra burzhudoù diouzh e du war-lerc’h bezañ bet en arvar da goll e vuhez. Hag ez echu mat an traoù pe get ?

El Liger-Atlantel e kaver 136 AMAP. Un AMAP a zo ur gevredigezh a stourm evit ma chomfe bev ar beizanted hag ar broduerien vihan. Evit en ober en em sav kontradoù war 6 miz pe bloaz etre produerien ha pratikoù. Da heul e teu ar pratikoù bep sizhun da gerc’hat o fanerad gant legumaj, fourmaj, bara, produioù a bep seurt. Bep Merc’her e vez adtapet boued gant ur c’hant bennak a Naonediz en AMAP de la manu. Bet omp bet oc’h ober anaoudegezh gant ar strollad a ver al lec’h.
Ur gronikenn gant Aziliz Peaudecerf.
Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant (La Regrippière) e-tal kichen Gwaled.
Léo a zispleg deomp penaos eo gwelloc’h chom hep labourat an douar evit lezel ar buzhug d’ober o labour. Reiñ a raio alioù deomp ivez war ar greun.
Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant (La Regrippière) e-tal kichen Gwaled.
Klaskomp kompren petra eo resis an danvezioù organek hag a zo a-bouez bras evit gounit legumaj. Kaoz vo ivez eus implij ar c’hompost ha peseurt talvoudegezh a zo dezhañ.