Léo Gefard-Michel a ra eus ar strollad tud en deus krouet ar GAEC ti-feurm « La Terre Ferme » staliet e kumun Skouvlant (La Regrippière) e-tal kichen Gwaled.
Léo a roio deomp alioù war al legumaj a ro frouezh e-kerzh an hañv evel an tomatez hag ar pebron.
Evel bep bloaz e kinnig ar c’hevredigezhioù Kentelioù an Noz ha Skol an Emsav ur sizhunvezh staj e penn-kentañ miz Gouere.
Warlene o doa kinniget dodenn ar veaj. Ar bloaz-mañ e vo lakaet war-wel maouezed an Naoned a-hed ar sizhun.
Tara Adeux kenurzhierez ha Liza Jakez-Vargas kelennerez war ar brezhoneg er gevredigezh Kentelioù an Noz o deus lâret hiroc’h da Varianne Vaidie.
Brendan Budok Durand-Le Ludec en deus krouet ur strollad echedoù e brezhoneg war Facebook hag ur chadenn Youtube evit reiñ un nebeud kentelioù evit ar re a fell dezho deskiñ. Gall a reoc’h ivez selaou ouzh Brendan o tielfennañ partiennoù evel hini Ian Nepomniachtchi a-enep Kirill Alekseenko, c’hoarierien a vicher.
Kaoz e vo ivez eus ar merc’hed e-barzh bed an echedoù hag an heuliad tele The Queen’s Gambit en eus graet berzh en diskar-amzer 2020.
Ultra Violette a zo ken-diazezerez ar strollegezh Conne Action. Kanerez hag O seniñ gitar-boud emañ hi en ur strollad Punk-rock anvet HHM Juliette he deus kroget da viksañ adalek 2007.
Diwar tonioù sonerezh ha n’haller ket parraat an DJez Ultra Violette a glask sevel setoù doare Dancefloor gant fromoù brav atav.