Ur wech bep sizhun en abadenn Tarzh an Noz e kinnig Marianne deomp ur gevredigezh, un embregerezh, ur start-up staliet e Bro Naoned.
Buhez Bro-Naoned : Yezhoù ha Yec’hed
Buhez Bro-Naoned, ar gronikenn evit lakaat war-well kevredigezhioù, lec’hioù ha start-upoù a Vro-Naoned, bep Merc’her en abadenn Dihunaoned war Radio Kerne-Naoned.
Ar gevredigezh Yezhoù ha Yec’hed a ginnig e brezhoneg hag e galleg pleustradegoù war an arzoù yec’hed sinaek.
Marie-Laure Guennoc ar brezidantez hag Arno Abdul Sater a zo tremenet e studio ar radio evit displeg hiroc’h da Marianne Vaidie.
Ribines Records Black Tide/Black Greedz – Krew Karacha
Gant ar strollegezh Krew Karacha emañ DJ Tide ha DJ Greedz o seniñ kentoc’h kostez Bro-Gerne.
O stil elektro a zo troet kentoc’h war-zu an deep techo/deep house, breakbeat hag an techno indus.
Ar baotred a zo en o aes gant ar platinoù vinilou met ivez ar reoù niverel. An daou gomper a blij dezho magañ o setoù hag o awen e-kerzh o beajoù pep lec’h e Europa.
Marteze ho peus gwelet anezho ba Brest er c’hlub La suite, e Pariz er Mellotron pe c’hoazh e le café local ba Kombrid.
Div sorbienn, ur soudard e pep sorbienn
Ar soudard kentañ a zistro d’ ar vro. Klask a ra boued ha bod evit an noz.
An eil zo aet skuizh gant ar vicher soudard hag ez a da foetañ bro. Kejañ a ra war an hent gant ur paotr a ginnig dezhañ ul labour, aes, ha gopret mat.