Evit abadenn an distro-skol 2021 eo bet dibabet kontañ deoc’h istor emsav ar blev-hir, an hippied rak sur, oc’h bet o riboulat er festivalioù en-dro e-pad an Hañv ! Deus pelec’h e teu an emsav-se ? Perak eo bet (hag emañ c’hoazh) ken brudet er Bed a-bezh ?
Ha dreist-holl petra a chom deus ar soñjoù-se. Hag evel-just e vo selaouet ouzh tonioù sonerezh ar mareoù-se.
Deomp de’i neuze !
Vouïedhmim, va mab !
Tu bennak e Kabylia e oa un den en doa ur glujar a gare dreist pep tra.
Un deiz, e verc’h a lez e c’hlujar da dec’hout…
Derou un hir a veaj souezhus dre Gabylia ha dre ur vuhez pad eo.
Buhez Bro Naoned : Ar stal Mell Divell
Camille Kergoat he deus digoret ur stal nevez a-drak e-kreiz Ker Naoned.
Produioù evit ar c’hroc’hen, evit ar menaj pe ar skaotaj a zo da werzhañ ha da ziskoachañ evit ar re ne reont ket c’hoazh o frenadennoù zero lastez.
13 straed Kleuz Meur 44 000 Naoned
09 88 30 49 92
contact@melldivell.com
https://www.instagram.com/melldivell/
Ar priñs e bluñve
E menezioù Tibed e koll teir c’hoar ar vualez a oa o holl binvidigezh.
Kejañ a reont gant ul labous gwenn a doull kaoz ganto.
Met piv eo al labous-se ?