Un eurvezh miks gant DJed ha DJezed ar gevredigezh SweatLodge. Evit an eil abadenn e vo klevet miks “Le Crabe”.
Sweat Lodge : http://www.sweatlodge.fr/
Un eurvezh miks gant DJed ha DJezed ar gevredigezh SweatLodge. Evit an eil abadenn e vo klevet miks “Le Crabe”.
Sweat Lodge : http://www.sweatlodge.fr/
Radio Kerne-Naoned ‘deus animet atalieroù radio e lise La Collinière e Naoned. Setu un abadennig gouestlet d’ar sonerezh savet ganto.
Atersadennoù, kronikennoù…
Gourc’hemennoù da Youn, Sarah, Laudine, Julien Théo, Alwena, Maria ha Nikolaz Ar Rouzig o c’helenner war ar brezhoneg.
Ar gronikenn Buhez Bro-Naoned, da selaou bep Merc’her en abadennoù DihunNaoned ha Naoned ‘m eus. Grit anaoudegezh gant ur Start-Up, ur gevredigezh pe c’hoazh ul lec’h e Bro-Naoned.
Taolomp ur sell war ul lec’h a blij kalz da Vleuenn Raynaudon-Kerzhero, Mousteroù-Raez !
Div ‘zhun ‘zo bremañ oa deuet Bob Simon da Sant-Ervlan da welet stajidi Skol an Emsav. Profitet ‘noa Melaine eus an digouezh-se evit lakaat anezhañ da dremen dre studio Radio Kerne-Naoned.
Lakaat a ra Bob Simon ar gaoz war e vicher komedian, stad ar c’hoariva e brezhoneg ha kement a draoù a zedenno ar selaouerien.