Ha mont a raio ar strolladig da gaout ar polis gant an nebeut traoù o deus komprenet eus marv o zad, ha deus ar gourdrouz kouezhet warne ivez? N’eo ket sur.
Ha mont a raio ar strolladig da gaout ar polis gant an nebeut traoù o deus komprenet eus marv o zad, ha deus ar gourdrouz kouezhet warne ivez? N’eo ket sur.
Tort eo istor ar familh Even. Ar vugale ne ouient ket piv ‘oa o zad gwir, o deus en em gavet er fin. Frommet int. Un digarez da zont en-dro war o bugaleaj, ha n’eo ket bet gwall eeun kennebeut all: e fin ar gont eo an holl vugale ‘oa bet war-nes mervel yaouank en ur gwallzarvoud. ‘Emañ an Drouk en-dro dezhe’.
Lizhiri gourdrouz zo bet kaset da JR. Piv en deus e ampoezonet? Viviane zo mantret: penaos ne ouie ket ‘oa deus al lizhiri-se? Ha gevier a vefe bet kontet dezhi? He bugale, he gwaz marv, an holl a c’hell kargañ gant rebechoù. Pebezh familh’!
E ti an notaer. Strollet eo ar familh evit klevet lavaroù diwezhañ Job-Ronan. Ha petra ‘vo n hêrez laosket gantañ? Lizhiri gourdrouz ouhzpenn an testamant! Ha dedenniñ a reont kalz un den dianav d’ar familh, ur mignon kozh d’an hini marv: an enseller Hencule Pour.