Visant Roue, rener pol studi ha diorren Ofis Publik Ar Brezhoneg e Bro-Naoned a zo ouzh mikro Marianne Vaidie.
Gantañ e vo graet ur poent war an araokadennoù graet gant OPAB e Breizh pemp departamant.
Penaos vez gouzañvet ganto an diforc’h etre Rannvro Breizh ha hini Broioù al Liger.
Ar politikerezh yezh a vo lakaet war-wel ivez, peseurt binviji a vank dezho evit diorren ar brezhoneg el Liger-Atlantel ha strivoù ar c’humunioù da ziskouez muioc’h a vrezhoneg en o c’hêrioù.