Alixia Thuau zo karget a gehentiñ en ACB (Ajañs Sevenadurel Breizhek). Abaoe penn kentañ miz Gwengolo e komañset an ACB en-dro gant e labour aozañ, renabliñ ha brudañ darvoudoù sevenadurel e Bro-Naoned. En em gavet eo Alixia ouzh mikro Marianne Vaidie, lakaat a reont ar gaoz war distro an obererezhioù hag an diaesterioù liammet d’an enkadenn yec’hed.