Ur benveg pedagogel dreist-ordinal eo ar radio. Dre ar radio e c’hell ar vugale hag ar grennarded ha krennardezed deskiñ penaos en em henchañ en ur gevredigezh beuzet gant ar c’heleier liesseurt. Desket e vez penaos anavezout ar fake news, diskoachañ titouroù resis ha stummañ o spered sitoaian.
Tangi Poisson a zo animatour war an deskadurezh d’ar mediaioù. Kinnig a ra atalieroù er skolioù, skolajoù, liseoù, d’an dud deuet, d’ar grennarded·ezed ha d’ar vugale.
Dedennet oc’h ? Kit e darempred gantañ : atalierou@radiokerne.bzh
Ha setu disoc’h labour an deskarded·ezed amañ dindan.
Savet hon eus ivez ur valizenn bedagogel a c’hell bezañ talvoudus d’an holl, da lenn amañ !