Ar bezhin glas, setu eus ‘pezh ‘vo kaoz er gronikenn-mañ.
N’eus ket pell ‘zo e oa bet embannet ur vandenn-dreset savet gant Pierre Van Hove ha skrivet gant ur gazetennerez dizalc’h, Inès Léraud, anvet “Algues vertes, Histoire interdite”. E-pad daou vloaz he deus enklasket Inès Léraud war an danvez-mañ : Penaos eo bet marvet an dud hag al loened war an traezh ? Deus pelec’h e teu ar bezhin-glas-se ? Perak ne ra kazi netra den ebet ? Ouzh kalz tud vut he deus kejet. Un afer rividik eo.