Spi ‘m eus e oa brav an Hañv hag ar vakañsoù ganeoc’h. Echu rouzañ dindan an heol ; poent eo distreiñ d’ar vuhez !
Hag evel-just adkregiñ selaou ouzh ho abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk, an abadenn« Flik ha folk »!
Hiziv e vo mesket a bep seurt tonioù a-benn dihuniñ ho pennoù, hanter-gousket gant an ehan hir-se. Un abadenn gouestlet dreist-holl da Vro-Amerika.
Ma ya, estreget traoù nul a zo er Stadoù-Unanet evel Trump pe ar boued-fall.
Bout zo ivez ar folk hag ar blues !
Prest da veajiñ e Bed ar sonerezhioù-se ? Digoret eo ho tivskouarn ?
Deomp de’i neuze !