Gant ar strollegezh Krew Karacha emañ DJ Tide ha DJ Greedz o seniñ kentoc’h kostez Bro-Gerne.
O stil elektro a zo troet kentoc’h war-zu an deep techo/deep house, breakbeat hag an techno indus.
Ar baotred a zo en o aes gant ar platinoù vinilou met ivez ar reoù niverel. An daou gomper a blij dezho magañ o setoù hag o awen e-kerzh o beajoù pep lec’h e Europa.
Marteze ho peus gwelet anezho ba Brest er c’hlub La suite, e Pariz er Mellotron pe c’hoazh e le café local ba Kombrid.