A-orin eus Kerne Izel e krog gant ar miksañ e penn-kentañ ar bloavezhioù 2000 e Breizh dreist-holl.
D’ar mare-se e son er sound system « Arlek’1 » war un dro gant Epsylon, Korrils, 716 hag all.
Degouezhet e Naoned pemp bloaz’zo ec’h emezel d’ar strollad « Assaillants du rail ».
Troet d’an tekno ha d’an Acid Tekno e deroù e vuhez evel dj, mont a ra war-zu an tek house hag ar funk house ar mare-mañ.
Un tamm groove ha dance floor graet gantañ evit an arvesterien … Da lakaat anezho da zañsal ‘pad pell hag evit e blijadur dezhañ.