D’ar Yaou 29 a viz Ebrel en Naoned ez eo aet kuit an arzourien a stank ar c’hoariva Graslin betek an DRAC da vanifestiñ. Livet oa bet ar savadur ganto e ruz ha staget outi boulomigoù krouget da aroueziañ ar sevenadur o vervel. Aozet e oa bet an darvoud-se dre ma oa bet kilet evit an teirvet gwech emvod kuzul broadel micherioù ar c’hoariva pe ar CNPS. Un emvod e lec’h ma oa sañset dont Roselyne Bachelot ministrez ar Sevenadur da dabutal gant an arzourien. Dre forzh huchal e oa deuet Marc Le Bourhis, rener al lec’h maez da eskemm gant an arzourien. Divizet eo bet ganto e teufe an aotroù Le Bourhis d’ar Gwener 30 a viz Ebrel d’an noz da dabutal er Graslin. Aziliz Peaudecerf e staj e Radio Naoned ar sizhun paseet ‘neus kaset he mikro ganti e teatr Graslin e Naoned. Klevet ‘vo Claire Oger.