Harperien ha harperezed feal an FC Naoned a zo dipitet bras gant stad ar c’hlub, ouzhpenn chom hep gwelet krogadoù abalamour d’ar c’hleñved-red.
Re zo re ! E miz Genver zo bet aozet manifestadegoù e-kerzh pleustradegoù ar re velen ha gwer evit goulenn groñs ma yafe kuit Waldemar Kita, perc’henn ha prezidant ar c’hlub abaoe 14 vloaz. Tamallet eo da gemer divizoù fall ha da vezañ re dost ouzh an arc’hant. Distruj a ra spered hag ene ar c’hlub hervez Steven Ion tremenet e studio Radio Naoned evit lavar deomp hiroc’h war stad ar re ganari a ziskenno marteze e Ligue 2 ar bloaz a zeu.