Ur wezh e oa ur yarig vihan ruz… Ha piv n’en deus biskoazh klevet gerioù kentañ ar sorbienn-se ? Lavaret eo gant Valérie, hag Annie a lavaro ur sorbienn mil anavezet all hag a blij kement d’ar vugale : “roul galetezenn”… Da echuiñ e vo selaouet ouzh ur sorbienn dianav eus Bro-Iwerzhon : “Ar wastell hud”. Dianav ?! Selaouit mat…