Penn-kil-ha-troad : Ar bizied

Ur gronikenn kinniget bep Yaou gant Liza Jakez-Vargas.
“Penn-kil-ha-troad” ar gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !

 

 

 

 

Pellgargañ

BIZ / BIZIED

Ar pemp biz :

ar biz-meud

ar biz-yod/liper

ar biz-bras/kreiz

ar biz-gwalenn/bizoù/kalon/magerez

ar biz-bihan

Biz warn-ugent : anv a roer d’ar c’halc’h

Bizied gant an traoù : ar gwiniegi, horolajoù (evit diskouez an eur), eurieroù (memes tra), ferc’hier, rastelloù, heskennoù

Bizied al loened : gant ar c’hranked

Bezañ e vizied kamm ouzh e veud : bezañ pizh-tre

Bezañ kaset d’ar gêr gant e viz-bihan : bezañ kaset d’e blas en-dro.

Bizaouier : den a ra pe a werzh bravigoù

Bizek : unan bennak gant bizied bras pe un ostilh bennak gant dent

Biziad : poan-viz

Biziata : c’hoari gant e vizied, biziata ur binioù da skouer

Biz-ha-biz : evel pa zañser

Bizoù : gwalennoù

C’hoari bizig-ha-bizig : c’hoari hep goulenn arc’hant

C’hoari biz-meud : gortoz bezañ tapet gant ur c’harr digoust

C’hoari ar biz mezv : c’hoari boeson

Gouzout dreist-penn-biz : gouzout un dra bennak dre an eñvor, mat-kenañ

Gouzout e pe viz emañ an drein : chom hep gouzout petra hor bez c’hoant

Kammañ e vizied : laerezh

«Ken […] ken ma verv ar gwad em biz-bihan» : fulor-ruz

«Ken gwir ha ma’z eus pemp biz war ma dorn !» : gwir 100%

Kouezhañ e viz(ig) en e zorn : bezañ dipitet

Lienañ ar biz kontroll : faziañ

Lipat e viz e ti unan all : mont da skoatiñ e ti unan bennak evel un teureug

Meudad : muzul gant ar biz-meud

Ober biz :ober kentel da unan bennak, gourdrouz

Reiñ biz : harpañ unan bennak muioc’h evit unan all

Skaotañ/Poazhañ e viz : faziañ groñs

Leave a Reply

Your email address will not be published.

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.