Ur gronikenn kinniget gant Liza Jakez-Vargas.
“Penn-kil-ha-troad”, ur gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !
Geriaoueg kofek ar sizhun (dre urzh al lizherenneg pe dost) :
A-dreuz-kof : bezañ astennet e gof war al leur
Bezañ brasoc’h e c’henoù eget e gof : a zebr muioc’h eget ar pezh na c’hall ober
Bezañ reut e gof : bezañ leun e gof gant ar boued
Bouton-kof : begel
C’hoarzhin leizh e gof : c’hoarzhin kalz
Dornañ unan bennak a gof da gein : e bilat penn-da-benn
Eostiged en e gof : trouz er c’hof (a vez implijet gant ar c’hezeg sañset met kavet em eus farsus implijout d’un doare all)
Kofek : ur c’hof bras gantañ·i
Kofañ : unan bennak a laka pouez warnañ·i dreist-holl e lodenn ar c’hof
Kofoù-gar : kein ar garoù
Kofoù-brec’h : div gigenn ar vrec’h
Kof-bihan : stomog
Kofigoù : kofoù kleiz ha dehoù ar galon a stard hag a zistegn evit lezel ar gwad da dremen
Kofigoù-ruz : boc’hruzig pe un den berrboell
Kof-ha-kof : daou zen peg an eil ouzh egile
Kof-gwin : a blij evañ gwin/ alkool dezhañ·i
Kof-stamm, bras, don : lontek
Mont e gof en e gein : Bezañ treut-tre
N’a ket da gozh an hini na laosk ket a avel eus e gof
Ober kof(ig)-rous : rouzañ dindan an heol
Ober kof-moan : chom hep debriñ
Red-kof : foerell, dipadapa