Ur gronikenn kinniget gant Liza Jakez-Vargas.
“Penn-kil-ha-troad”, ur gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic’hortoz savet diwar lodennoù ar c’horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c’horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !
Geriaoueg feskennek ar sizhun (dre urzh al lizherenneg pe dost) :
Feskenn* (unander), divfeskenn (daouad), feskennoù (liester)
Klun*, Peñs, Penn a-dreñv, Revr : anvioù all evit ar feskennoù
Pastelloù, moñselloù, leternioù, talier, tersoù : anvioù yezh poblek kentoc’h.
Feskennek, revriek, peñsek… : divfeskenn bras, fonnus
Feskennad : 1 taol a vez roet war ar feskennoù 2 endalc’had ar feskenn 3 endalc’had plant 4 levrenn.
Revriad : 1 taol war ar revr 2 gementad bras traoù 3 tortad/korfad/sac’had
Bezañ kras e revr : bezañ pizh
Bezañ krignet e revr gant unan (dra) bennak : na vezañ ket en e vleud
Bezañ gwe-e-revr : ober ismodoù
Bezañ leun e revr : bezañ mezv
Bezañ moan e revr : kaout aon
Bezañ tan en e revr : ur revr tomm
C’hoari revr : kaout darempredoù reizhel
Kaout ur revriad traoù er penn : kaout ur bern traoù en e spered
Lip-revr : Den a vez o reiñ mel a-leizh d’an dud
Mont da glask peñs : Mont da baotreta/ da verc’heta
Revrioù poazh/tomm : unan a blij an darempredoù reizhel dezhañ·i
Revrioù skorn/yen : unan a ne blij ket an darempredoù reizhel dezhañ·i
Sachañ/Sevel e revr : mont kuit
Terriñ e revr : en em skuizhañ gant un dra bennak pe skuizhañ unan bennak
Teurel e revr : azezañ
Torr-revr : hegasus-kenañ
*gerioù benel
Mammennoù :
Geriadur Brezhoneg, em. An Here
Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg-brezhoneg, Francis Favereau, em. Skol Vreizh.
Dictionnaire Français-Breton, Martial Ménard, em. Palatines
Dictionnaire Classique Français-Breton, Reun ar Glev, em. Al Liamm
Geriahudur Alc’hwez bras ar baradoz vihan, Martial Ménard, em. An Here
Wikipedia ha Wikeriadur