Sed aze un diskouezadeg da welet e dielloù an Departamant e Naoned, betek an 22 a viz Gwengolo.
E-pad 30 vloaz ez eus bet dastumet filmoù gant ar gevredigezh Gwarez Filmoù Breizh e Breizh a-bezh koulz hag e lec’hioù all. 20 vloaz ‘zo e oa bet krouet ur skourr eus ar gevredigezh e dielloù an Departamant e Naoned.
Mevena Guillouzic-Gouret a labour e Gwarez Filmoù Breizh a vo ganeomp evit kontañ hiroc’h deomp diwar-benn an diskouezadeg-se.