Digwener ha disadorn en doa Radio Kerne staliet e studio e Sant Ervlan da geñver dorioù digor ar greizenn Yezhoù ha Sevenadur. Ur greizenn da zegemer al lodenn vrasañ eus ar c’hevredigezhioù a labour e brezhoneg e meurgêr Naoned, ur greizenn da vodañ ar vrezhonegerien, da laka ‘nezho da zeskiñ e brezhoneg e vagouri, er skol, er skolaj, da zeskiñ ar brezhoneg e Skol an Emsav, e kentelioù an Noz, da lenn e brezhoneg e levraoueg KDSK, ha da eskemm ha da vevañ en hor yezh en ul lec’h boutin.
Visant Roue deus Ofis publik ar brezhoneg, Lena Louarn, eil brezidantez Rannvro Breizh en karg eus yezhoù Breizh, Pêr-Emmanuel Marais, kuzulier kêr ha meurgêr Naoned ha Tangi Manac’h, prezidant Yezhoù ha Sevenadur a zo bet aterset gant Morgane Bramoullé ha Tunvezh Wloaguen-Grandjean.
Teknik : Lou Millour